Medeia
Medeia (Μήδεια / Mếdeia e henc'hresianeg, Medea e latin) a oa merc'h da Aietes, roue Kolc'his, e mojenn ar maoutken aour. Hudourez e oa, evel he moereb Kirke (a vefe c'hoar dezhi, hervez oberourien zo, hag int ganet gant Hekate). Kalz muntroù a reas, betek lazhañ he bugale. Hiziv e komzer eus kemplezh Medeia, a grog er maouezed a ra droug d'o bugale dre zroug ouzh o gwaz.
Ar vojenn : a Golc'his da Golc'his
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teñval ha kriz eo mojenn Medeia, muntroù a-leizh enni, tec'hadennoù ha beajoù.
An Argonaoted e Kolc'his
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a ra istor Medeia gant donedigezh Iason hag an Argonaoted da Golc'his, rouantelezh he zad. Emaint o klask ar maoutken aour a zo e dalc'h ar roue Aietes, diwallet noz-deiz gant un aerouant dihegar. Prometiñ a ra ar roue leuskel ar maoutken burzhudus ganto, war-lerc'h m'o devo graet un toullad troioù kaer pe gaeroc'h, dreist galloud den ebet.
Medeia a oa orgedet ouzh Iason d'ar c'hentañ gweled. Ar paotr avat, mar plije merc'h ar roue dezhañ, a blije muioc'h c'hoazh he galloud hud, a gave talvoudus evit teurel e grabanoù war ar maoutken diwallet mat. Prometiñ a ra dezhi pezh a gar, dimeziñ, rouantelezh ha bugale, pa vint en-dro gant ar maoutken en Hellaz. Gant skoazell ar briñsez hudourez eta e teuont a-benn eus kement amprouenn zo roet dezho. Hag int kuit gant ar maoutken.
Ar roue avat a oa droug ennañ, rak biskoazh ne oa bet en sell da lezel ar maoutken da vont gant Iason. Hag eñ war o lerc'h.
Medeia a zo o tec'hel gant Iason, ha degaset he deus he breur Absyrtos ganti. Pa wel he zad war o lerc'h e lazh-hi Absyrtos, e tispenn e gorf, hag e taol e izili unan-hag-unan war hent ar roue evit e spontañ hag evit ma paouezfe da zont war o lerc'h, e-keit ma vije o tastum an tammoù. Hervez mojennoù all koulskoude e oa bras Absyrtos, hag eñ an hini a oa o kas war-lerc'h an dec'herien ken e oa bet lazhet gant e c'hoar.
Distro da Iolkos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe distro Iason da Iolkos e welas ne oa ket bet kollet e amzer gant ar roue Pelias, e eontr : lazhet gantañ tad Iason, ha kaset e diegezh kuit. Ha setu Medeia da aozañ un dro-widre biskoazh spontusoc'h da gas an dorzh d'ar gêr da Belias.
Mont a reas da balez ar roue evel belegez Artemis ha dirak e verc'hed e yaouankaas ur maout goude bezañ e lakaet da virviñ en ur gaoteriad louzoù ; lakaat a reas anezho da grediñ e c'hallent ober kemend-all gant o zad, nemet ne ro dezho nemet louzoù diefed.
Ha setu penaos e voe lazhet an tad roue gant e verc'hed.
Harlu e Korinthos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mojenn Medeia en Eleusis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En oberennoù arzel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muntroù a-walc'h a oa e mojenn Medeia evit awenañ arzourien a bep mare. Anaout a reer :
- Medeia en Eleusis, krater troellennek apulian diwar zorn Livour Darius ;
- Medea, opera gant Pascal Dusapin, komzoù gant Henri Müller
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e gregach
- Medeia, trajedienn c'hresianek gant Euripides ;
- e latin
- Medea, trajedienn gant Seneca ar Yaouankañ ;
- Medea, trajedienn kollet, gant Ovidius ;
- e galleg
- Médée, trajedienn gant Corneille ;
- Médée, trajedienn gant Hilaire de Longepierre (1694) ;
- en alamaneg
- Medea: Stimmen, romant gant Christa Wolf e 1996 ;
- Medeamaterial, pezh-c'hoari gant Heiner Müller .
C'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Médée, taolenn gant Eugène Delacroix ;
- Medea, gant Anthony Frederick Augustus Sandys
- Medea, gant John William Waterhouse
- Medea, gant Evelyn De Morgan
- Médée, skritell gant Alfons Mucha ;
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Medea (1969 film), film italian e 1969 gant Pasolini ;
- Medea (1988 film), e 1988 gant Lars von Trier
- Médée (2001 film), e 2001 film gall
- Medea (2009 film), e 2009 film rus
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros , Bibliotheke (I, 9, 23-28),
- Apollonios Rodos Epitome (I, 4 ; V, 5).
- Argonautika (III, 248).
- Diodoros Sikilia, Bibliotheca istorica (IV, 45, 3 ; IV, 53, 2 ; IV, 55, 7).
- Euripides, Medea (passim).
- Hesiodos , Teogonia (v. 962).
- Hyginus, Fablennoù (XXV).
- Ovidius , Metamorfozoù (VII, 1-424).
- Paosanias, "Deskrivadur Hellaz" (II, 3, 8-9).
- Pindaros (Pythik, IV, 9).
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Emma Griffiths, Medea, Routledge, New York, 2005 (ISBN 0-415-30070-3).
- Alain Moreau, Le Mythe de Jason et Médée. Le Va-nu-pied et la Sorcière, Les Belles Lettres, coll. « Vérité des mythes », Paris, 1994 (ISBN 2-251-32420-8).