Houarnwisk
Neuz
Un houarnwisk, pe houarngen, zo ur seurt dilhad houarn, dreist-holl da vare ar Grennamzer, hag a servije da wareziñ ar vrezelourien diouzh taolioù o enebourien pa'z aent d'an emgann pe d'un tournamant.
Klasket e veze ur c'hempouez etre houarnwiskoù tev a-walc'h da wareziñ mat, hag a veze ponner, ha reoù skañv hag a c'halle bezañ re danav evit bezañ efedus.
Gant un houarnwisk re bonner ne c'halled ket adsevel hep skoazell pa gouezhed, hag aesoc'h e veze d'ur soudard war droad lazhañ un den war an douar.
Lazhet e voe ar roue gall Herri II, daoust d'e houarnwisk, gant ur goaf a dreuzas e dokarn.
Hiziv an deiz e vez gwisket soudarded ha poliserien gant gwarezwiskoù skañv.
-
Houarnwisk japanat, helm ha harnez houarn, kinklet gant arem, amzervezh Kofun, Vvet kantved. Mirdi Broadel Tokyo.
-
Helm henc'herman.
-
Ur marc'h houarnwisket
-
Houarnwisk klok