Mont d’an endalc’had

Enzim

Eus Wikipedia

Un enzim a zo ur c'hatalizour biologel, ur volekulenn (protein pe TRN (evit ar ribozim) hag a zo gouest da fonnussaat a vilionoù reaktadurioù kimiek ar vetabolegezh e metoù ar c'helligoù pe etre ar c'helligoù. Mont a reont en-dro gant ur paoter munut ha dicheñch e vezont e dibenn ar reaktadur : katalizerioù biologel (pe biokatalizerioù) a vez graet diouto. Dizoloet eo bet an enzim kentañ gant Anselme Payen ha Jean-François Persoz e 1833. Diwar ar malt o deus puraet ur sustañs kizidik ouzh an tommder hag a oa gouest da hidrolizañ an amidon : Graet o deus diastaz diouti (etimologiezh : diastasis=dispartiañ) abalamour ma tispartie ar sukr eus an amidon.

Anvidigezh an enzimoù n'eo ket boutin c'hoazh met savet e vez peurvuiañ gant ur wrizienn tost d'an dindanad (substrat e galleg) pe da brodu ar c'hataliz ; ouzhpennet a vez an dibenn "az"'. skouerioù:

  • Ar glukoz oksidaz a gataliz oksidadur ar glukoz.
  • An'amidon sintetaz a gataliz sintezenn an amidon.

Un enzim zo ur protein hag evel an holl broteinoù e vez kevanaozet diwar an titouroù dalc'het en TDN pe e TRN virus zo. Ouzhpenn 3 500 enzim disheñvel a zo renablet.

Grafik 1: Diagram ur reaktadenn katalitek hag a ziskouez an energiezh (E) ret diouzh an amzer(a). Gant ar c'hondisionoù boutin o deus ezhomm ur c'hementad bras a energiezh ar substratoù (A ha B) (E1) evit tizhout ar stad tremen hag a c'hello ar produ (AB) bezañ krouet diwarno. Ur mikrometoù (E) a grou an enzim e-lec'h ma c'hello A ha B mont aesoc'h ha buanoc'h betek ar stad tremen (A...E...B) ar pezh a izela ar c'hementad a energiezh ret evit hen ober(E2). Dre ma vez aesoc'h da dizhout ul live energiezh hag a zo deut da vezañ izeloc'h, e c'hell bezañ fonnusaet ar reaktadur.