Mont d’an endalc’had

BIOS

Eus Wikipedia

BIOS (Basic Input/Output System) a reer e yezh ar stlenneg eus ar goulev (program) hag a dalv da getal (interface) etre ar reizhiad korvoiñ hag ar bennwal (motherboard). Kadavet eo ar BIOS e-barzh ur vemor sonn (ROM Read Only Memory) war ar bennwal hag e c'hell implijout ar roadennoù kadavet e-barzh ar CMOS (Complementary Metal Oxide Semi-conductor) d'anavezout aveadur alvezel ar reizhiad.

Un darn eus ar BIOS a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn ROM (an hini na c'hell ket bezañ daskemmet). Un darn arall a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn EEPROM (Electrically Erasable Programmable Read-Only Memory) eleze unan hag e c'heller daskemmañ dre skogoù tredan (flasher).

Kefluniañ ar BIOS a c'heller ober dre un etrefas anvet BIOS Setup a c'heller haeziñ ennañ pa vez an urzhiataer o loc'hañ dre bouezañ war ur stokell eus ar c'hlavier ("F2" da skouer, pe "Del/Suppr"). An arventennoù kefluniet gant ar Setup a vez kadavet er CMOS.

Pa vez lakaet an urzhiataer war enaou pe pa vezer oc'h ober un deraouekaat dezhañ e vez ar BIOS o wiriañ ar periant hag a zo e-barzh an ijinenn hag oc'h ober ur prouadiñ warne anvet POST ((en) Power-On Self Test) da c'houzout hag e vent e stad d'arc'hwelañ (da vont en dro).

Setu amañ ar prouadurioù graet gant ur BIOS, ar POST.

  • Efediñ ur brouadenn war ar c'hewerier.
  • Gwiriañ ar BIOS e-unan.
  • Gwiriañ ar c'hefluniadur e-barzh ar CMOS.
  • Deraouekaat an eurier diabarzh.
  • Deraouekaat ar reoler DMA ((en) Direct Memory Access).
  • Gwiriañ ar vemor vresk hag ar vemor darbar.
  • Sternañ holl arc'hwelioù ar BIOS.
  • Gwiriañ ar c'hefluniadurioù (kantennoù kalet ha kantennoù helam, ar klavier, al logodenn hag all)

Mar kav ar POST ur fazi bennak ec'h arnod da genderc'hel da loc'hañ an urzhiataer evelkent. Hogen, mard eo re c'hrevus ar fazi e paouez ar BIOS al loc'hañ hag ec'h arnod da wereañ, mard eo gallus, ur c'hemmenad ouzh ar skramm. Ec'hodiñ (skignañ) a ra ar BIOS ivez ur steudad sonioù ((en) beep) evit kemenn ar fazi ; an niver a sonioù a savel rizh ar fazi hervez merk ar BIOS. Ar POST a gas ouzhpenn war porzh a-steud an urzhiataer ur boneg POST (kod POST) a c'hall bezañ lennet gant un ardivink azas.

Setu un nebeud skouerioù evit ur BIOS AMI hag unan IBM a-zivout deznaouad ar fazioù hervez niver a sonioù ec'hodet gant ar BIOS.

Niver a sonioù
pe steudad
TALVOUDEGEZH
AMI BIOS IBM BIOS
0 Tredan ebet / Kartenn-vamm varv / Uhelgomzer diluget
1 Memory refresh timer error – Dic'houest da hizivaat ar roadoù a zo er vemor Urzhiataer OK
2 Parity error in base memory – Kollet ez eus bet roadennoù e bloc'had 64 kB kentañ ar vemor ziazez Fazi : sellit ouzh ar skramm
3 Base memory read/write test error – Fazi lenn/skrivañ er vemor diazez
4 Motherboard timer not operational – Horolaj ebet er gartenn-vamm
5 Processor error – Fazi e kewerier an urzhiater
6 8042 Gate A20 test error – Ne c'heller ket tizhout ar 64 kB sikour
7 General exception error – Un urzh dianav zo deuet er goulev
8 Display memory read/write failure – Fazi lenn/skrivañ er vemor video
9 AMI BIOS ROM checksum fix – Fazi er restr BIOS.rom
10 CMOS shutdown register read/write fix – Fazi lenn/skrivañ e marilh serriñ ar CMOS
11 Cache memory test failed – Fazi er gwiriañ ar vemor grubuilh
12
(didroc'h)
Motherboard does not detect a RAM module
– Ar gartenn-vamm ne gav RAM (Random Access Memory, "memor vresk") ebet
Fazi tredan/kartenn-vamm/kewerier/memor/klavier
1-1 Fazi kartenn-vamm
1-2 pe 1-3 Kollet ez eus bet roadennoù e bloc'had 64 kB kentañ ar vemor ziazez

Ent-reol e vez kavet ster ar bonegoù-se e-barzh teulioù ar pennwalioù.

Deraouekaat ar BIOS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer kemmañ arventennoù ar BIOS, kadavet e-barzh ar vemor CMOS gwaredet gant un daspugner, gant ur goulev kefluniañ anvet SETUP. Gallout a reer ivez deraouekaat ar BIOS mar bez ezhomm. D'he ober ha hervez merk ar BIOS e ranker pouezañ war unan eus stokell ar c'hlavier. Da skouer, evit ur BIOS Phoenix e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet (default parameters) kenderc'her ar bennwal dre bouezañ war ar stokell F9. Evit ur BIOS Award e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet ar BIOS dre bouezañ war ar stokell F6.

Hizivaat ar BIOS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tu zo ivez da hizivaat ar BIOS, hogen ur wezhiadenn bismigus e vez bepred d'ober. Kavet e vez war lec'hiennoù ar genderc'herien peadra da hizivaat pep BIOS (upgrades).