Mont d’an endalc’had

Penfell

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Penfell
Ar Penfell
Statud Stêr
Hirder 15 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad 591,6 km²
Bro(ioù) douret Bro-Leon Bro-Leon
Diazad stêrioù
?
En em daol e Morlenn Brest
Ledander er genoù ?
Andon Gouenoù
Adstêrioù ?

Ur stêr e Bro-Leon eo ar Penfell.

Gerdarzh

Ar Penfell (gallekaet e Penfeld diwar levezon touristel an alamaneg feld), a weler en e anv ar ger penn hag an termen fell a adkaver en anvioù stêrioù all e Breizh. Diskenn a ra eus Gouenoù ha treuziñ ar gêriadenn anvet Penfell e Gwiler. Goude-se e tremen dre gêr Vrest hag e tegas he dourioù da lenn-vor Brest dindan ar c'hastell-kreñv.
E-barzh he zraoñienn, serzh he c'hostezioù, eo bet staliet porzh milourel Brest hag an darn gentañ eus arsanailh ar Roue er XVIIvet kantved.

Pontoù

Meur a bont a zo bet savet warnañ : Pont ar Gernevez, Pont an Harteloire, Pont Rekourañs (ar Pont broadel gwechall).

Kumunioù douret