Mont d’an endalc’had

Manchester

Eus Wikipedia
Stumm eus an 16 Meu 2011 da 05:55 gant Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: am:ማንችስተር)

Manchester
Kêr Manchester e Bro-Saoz
Riez Rouantelezh Unanet
Broad Bro-Saoz
Maer (Mayor)
Amzer gefridi
Alison Firth
2008-
Gorread 115.65 km²
Hed 2°15' W
Led 53°29' N
Poblañs hep kontoù doubl 441,200 (2004)
Stankter 3,815/km²

Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway

Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.

Gerdarzh

Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvloc'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.

Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB